Klaskerien ha treizherien sonjoù
Les moments d'émotion n'ont pas manqué lors de l’année écoulée entre les quêteurs de mémoire, enfants et adolescents et les passeurs de mémoire, les anciens.
Les échanges en breton se sont étendus à des projets scolaires, mais également à des maisons de retraite, des associations et à des organismes de formation.
1.500 personnes ont participé à l’opération.
Quêteurs et passeurs de mémoire continue : de nouvelles écoles sont déjà sur les rangs, d’autres maisons de retraite, les châteaux de Kerjean et de Trévarez…
Contact :
02.98.76.61.17 / 06.30.72.90.94 ; ou rendez-vous sur queteurs.cg29.fr
L'article en breton
Pauline Kerscaven, ar glaskerien hag an dreizherien soñjoù o deus graet labour vat c’hoazh e-pad ar bloavezh skol paseet. 1.500 den o deus kemeret perzh e Klaskerien ha Treizherien Soñjoù evit ar bloavezh skol 2010-2011. Ouzhpenn skolioù o deus kinniget raktresoù, digoret e oa bet da aozadurioù ha da dud all ar bloaz paseet.
"Laouen omp bezañ digoret da tout an dud " eme bPauline. Muioc’h a dud kozh o deus kemeret perzh evit treuzkas d’ar vugale ha d’ar grennarded. C’hwec’h tiretred o deus kinniget raktresoù, met en holl zo c’hwezek ti-retred o deus kemeret perzh. Eizh kevredigezh zo bet ivez. Ha skolioù e-leizh zo bet ivez eveljust, pe e rouedad Diwan, pe Divyezh, pe Dihun. Kenlabour zo bet gant Abati ar Releg hag Abati Daoulaz ivez.
Setu un nebeud skouerioù eus an traoù zo bet graet e-pad ar bloavezh skol : skolidi skol Diwan Kommanna a oa en em gavet gant skolidi bet er skol-se gwechall, ha gant o zud. Ar re vihan o deus dizoloet Abati ar Releg, al lec’h ma oa o skol gwechall. Ur film zo bet. Diskouezet e vo pep tra en diskouezadeg nevez a vo en Abati ar Releg. Gant ti-kêr Karaez e vez emgavioù e brezhoneg a-hed ar bloaz etre tud o teskiñ ha brezhonegerien a-vihanik eus Karaez ha tro-dro.
E Lanneur ez eus ur bern emgavioù a-hed ar bloaz etre ar vugale ha retredidi an ospital. Gwelloc’h c’hoazh, ul liorzh o deus savet asambles !
Ha bewech ma ya ar vugale da welet ar re gozh en em gavont el liorzh evel-just !
Filmet eo bet gant Tv Résidences evel e Skaer ivez. En Arzhanaou e oa bet filmet gant Frañs 3 an emgav etre bugale skol Diwan Kemperle hag ar re gozh.
N’int nemet un nebeud skouerioù eus mareoù fromus zo bet a-hed ar bloaz etre ar glaskerien hag an dreizherien !
Ha n’eo ket echu. Evit ar bloaz a zeu e vo raktresoù nevez e Kastell Keryann. Dizoloet e vo istor al lec’h gant un den a zisplego ivez penaos e vez nevesaet arrebeuri ar c’hastell peurgetket. En ur c’hastell all, hini Trevare, e vo traoù ivez war ar plantennoù. Tiez retred nevez a vo ivez o tont da gemer perzh e Klaskerien ha Treizherien Soñjoù. Skolioù zo war ar renk dija evit ar bloavezh 2011-2012. Ma fell deoc’h kemer perzh er raktres pa vefec’h-c’hwi ur skol, un aozadur gant brezhonegerien enno, ur gevredigezh, un ti-kêr, ul levraoueg pe un aozadur a c’hell bezañ dedennet da vroudañ an darempredoù etre remziadoù, savit ur raktres eskemmoù etre remziadoù e brezhoneg, gant tri emgav d’an nebeutañ war un tem resis, kit war al lec’hienn internet, ha tapit ur skoazell gant Kuzul departamant Penn-ar-Bed !