Vous êtes dans : Accueil > Brezhoneg > Toutes les actualités > Ar Vro Bagan, l'émigration bretonne

Ar Vro Bagan, l'émigration bretonne

Ar pezh-c’hoari Divroa gant Strollad ar Vro Bagan

La troupe Ar Vro Bagan émigre en ce moment. Elle joue sa pièce "Divroa" (émigrer), avec des témoignages sur l’émigration bretonne au Canada, à New-York, Paris, en Dordogne, en Anjou... Elle parle aussi des immigrés arrivés en Bretagne.

Ar Vro Bagan joue également dans les écoles, notamment la pièce "Ar gêr vras / La grande ville" où se rencontrent un artiste breton émigré à Paris et une jeune immigrée sans papiers.

Et pour l’été prochain à Plouguerneau et à Brignogan, un son et lumière sur les origines de la Bretagne, de la guerre des Vénètes jusqu’à Erispoë. On y parle encore d’émigration et de la venue des Bretons en Armorique !

En plus : "Friko zo ! C’est la noce", une nouvelle pièce humoristique.

Ar vro bagan o tivroañ !

Strollad ar Vro Bagan a c’hoari e bezh-c’hoari "DIVROA" un tammig e pep lec’h e Breizh er mareoù-mañ. E Gwipavaz e vint d’an 20 a viz Meurzh. Deiziadoù all a vo betek kreiz ar bloavezh 2012. Komz a ra ar pezhse eus an divroañ e Breizh a oa bet kreñv e-pad an ugentvet kantved dreist-holl.

Tud a oa bet er C’hanada, e New-York, e Pariz, en Dordogn hag en Anjou ivez, e Trelaze da labourat er mengleuzioù mein-glas. Ar pezh zo dedennus-tre er pezh eo ar fed ma vez lakaet da gomz tud o doa divroet. Testenioù o doa dastumet Goulc’han Kervella ha tud Ar Vro Bagan e-pad ur bloavezh bennak a-raok kregiñ da skrivañ ar pezh da vat. Beajet o doa betek an Dordogn. Aet e oant da welet Anaig Gwernig, merc’h Youenn Gwernig bet e New-York, Gireg Konan bet er C’hanada, Yann-Vadezour Lagadeg bet poliser e Pariz e-pad dek vloaz, Jean-Marc Ilias a oa e dud-kozh aet da labourat e Trelaze.

Divizoù a vez er pezh savet diwar eñvorennoù an dud-se pe diwar o skridoù. Videoioù a vez gwelet ivez. Un diskouezadeg a vez ivez bewech da gontañ d’an dud petra a oa bet an divroañ. Ar pezh zo a-bouez ivez eo ma vez liammet testenioù an divroidi ouzh re an enbroidi, da lavaret eo an dud deut eus lec’h all da chom e Breizh, en amzer dremenet pe kentoc’h en deiz a hiziv. Testenioù a glever eus ar familh Diaz deut eus Spagn da skouer.

Evit ar vugale e vez c’hoariet ivez gant Ar Vro Bagan, "Ar gêr vras" c’hoariet dreistholl er skolioù : istor un arzour breizhat a vev e Pariz. An divroañ c’hoazh ! Eskemm a ra gant un divroadez dibaper deut eus Afghanistan.

Ha n’eo ket tout ! Ur pezh-c’hoari nevez farsus "Friko zo ! C’est la noce !" a vez c’hoariet adalek ar bloaz-mañ. Komz a ra eus ar frikoioù hag an euredoù !

Hag ur raktres a-bouez zo ivez. Emañ ar Strollad a-bezh o labourat warnañ gant Goulc’han Kervella. Evit se o deus goulennet digant meur a istorour dont da brezegenniñ e Plougerne diwar-benn istor Breizh. E-giz-se int barrek da sevel ar pezh-c’hoari. Diwar-benn penn kentañ Breizh eo graet, eus mare Brezel ar Venediz da vare Julius Caesar betek mare Erispoe : Armorika da vare ar Romaned, ar Vretoned o tont da Arvorig, an divroañ atav ! "Bremañ e ouezer un tammig muioc’h war ar mare-se" eme Goulc’han. "Er pezh-c’hoari eo ret mont don ha chom sklaer hag aes war un dro" emezañ c’hoazh.

"Armorika ha Breizh, les origines de la Bretagne" a vo titl ar pezh-c’hoari "tan ha kurun" moarvat. Un nebeut traoù farsus a vo ivez. E Plougerne e vo c’hoariet etre an 20 hag ar 24 a viz Gouere, er C’horejoù eveljust, dirak ar mor, hag e Brignogan e miz Eost etre an 10 hag an 13.

Evit gouzout pelloc’h war Strollad ar Vro Bagan : avb.pagesperso-orange.fr , war an teatr e brezhoneg dre vras, an deiziadoù hag al lec’hioù ma vez c’hoariet : www.teatr-brezhonek.org .

Enregistrer en PDF Haut de page
www.29.TV
Territo © Inovagora