Vous êtes dans : Accueil > Brezhoneg > Toutes les actualités > Uhelgas evit an holl

Uhelgas evit an holl

Les technologies utilisées sont le Wimax, le NRA ZO et la fibre optique. Les premiers kilomètres - 269 km - de fibre optique vont être installés. La fibre optique est l’avenir pour le très haut débit.

Le système Wimax mis en oeuvre par la société Axione-Etde (groupe Bouygues) consiste en des antennes relais. C’est un système qui permet à moindre coût et dans un délai raisonnable de faire bénéficier du haut débit à tous les habitants du département !

En savoir +

Consulter notre rubrique "Haut-débit"

Tester votre éligibilité sur

www.pennarbed-numerique.fr

 

Uhelgas evit an holl

Petra eo an uhelgas ? E galleg eo “le haut débit”, da lavaret eo, gant kevreadennoù uhelgas war internet e c’heller kaout internet en un doare a-feson, gant 2 mb/s.

Ar gudenn eo ne c’heller ket tapout internet e pep lec’h e Penn-ar-Bed. Takadoù gwenn zo, lec’hioù distro lec’h na c’hell ket an dud tapout internet pe fall a-walc’h gant internet izelgas. N’haller ket gouzañv an dra-se en deiz a hiziv pa vez ken a-bouez evit an holl dud hag an embregerezhioù kaout an uhelgas. Wardro 12 % eus an dud e Penn-ar-Bed n’o deus ket an adsl c’hoazh, daou ugent mil linenn bellgomz. Neuze e oa bet divizet gant Kuzul an departamant lakaat ur proramm e pleustr evit ma vo an uhelgas gant an holl a-benn bloaz pe bloaz hanter da ziwezhañ adalek miz c’hwevrer 2010.

Adal an diskar-amzer ar bloazmañ e vo dija kalzik lec’hioù nevez o do an uhelgas. An embregerezhioù bras a ginnig kevreadennoù internet ne fell ket dezho ober war-dro lec’hioù na zegasont ket arc’hant a-walc’h dezho pe a goust re ger dezho. Neuze e oa bet urzhiet gant Kuzul an Departamant digant ur strollad embregerezhioù Axione-ETDE ober war-dro ar gudenn.

Neuze e vo lakaet ur sistem dre Wimax pe dre wienn optikel (fibre optique). En dazont e vo ret kaout gwienn optikel e pep lec’h evit ar c’has uhel-kenañ. Evit ar mare dija ne vo ket fall kaout 2 megabit/s. Neuze e vo kroget gant 269 km a wienn optikel hag ar peurrest a vo dre Wimax, da lavaret eo e vo stignoù, rastelloù e lec’hioù zo da gas internet d’an dud. 23 milion a euroioù e kousto da Guzul an Departamant war c’hwec’h vloaz. 59 lec’h a vo da skingas dre Wimax. Met forzh penaos, mare bennak, e vo ret kaout gwienn optikel e pep lec’h. E broioù hanternoz Europa ez eus gwienn optikel evit 50% eus an dud.

An ezhommoù a gresk buan. Met koust a rafe ker-ruz bremañ, betek 400M euro.

Koulskoude eo war an hent-se ma ranker mont tamm ha tamm. En amzer da zont e vo 20 megabit pe 50 megabit memes.

Ne vo ket ken pell a-raok ma vo neuze kevreadennoù kas uhel-kenañ gant an holl (connexions très haut débit). François Marc eo ar c’huzulier a ra war-dro ar programm-se. Wimax neuze a vo implijet asambles gant NRA ZO ha gwienn optikel. NRA ZO zo noeud de raccordement abonnés zone d’ombre e galleg, da lavaret eo armelioù elektronek. Daoust d’an dra-se e vo ret da bemp mil tiegezh kaout ur barabolenn. Ar Wimax a vez taget gant lod met gwellaet eo bet ar sistem nevez zo. Gwagennoù a vez kaset gant ar rastelloù-se met nebeutoc’h eget gant ar pellgomzerioù hezoug a lavare François Marc d’an Télégramme d’an 23 a viz Ebrel. Displeget e vo gant Axione-ETDE d’an dud zo en takadoù gwenn-se pegoulz ha penaos e vo tu dezho kaout internet uhelgas. Evit ma ne vo ket takadoù gwenn ken en departamant !

Enregistrer en PDF Haut de page
www.29.TV
Territo © Inovagora