Vous êtes dans : Accueil > Brezhoneg > Toutes les actualités > Archives > Radio Kerne
Radio Kerne
Radio Kerne poursuit son développement avec les autres radios du réseau brittophone : Arvorig FM, Radio Kreiz-Breizh et Radio Bro-Gwened. Du neuf : une émission matinale plus pétillante, un journal préparé pour toutes les radios du réseau, des émissions qui se rapprochent des auditeurs, et un cadeau pour Noël, un son fortement amélioré pour le plaisir des brittophones et des autres qui écoutent avec plaisir le programme musical de la radio. L’année 2010 annonce aussi le début d’un chantier : le numérique ! Vous pouvez également écouter Radio Kerne sur internet en continu et même écouter d’anciennes émissions : www.radiokerne.com
, Radio Kerne sur la FM : 90.2
, 92.0
, 97.5
, Arvorig FM : 91.7
, 107
.
Ur skipailh nevez zo e penn Radio Kerne. Daniel Kernalegenn zo deut da vezañ prezidant ar gevredigezh. Lou Millour zo kenurzhierez er radio. Staliet eo ar radio e-barzh burevioù ha studioioù nevez abaoe un daou vloaz bennak. E Ploneiz atav ! Degemeret mat eo ar radio gant ti-kêr Ploneiz abaoe ar penn kentañ. Abadennoù nevez zo war radio Kerne. Abaoe ar bloaz-mañ e vez roet ar gaoz a bep eil d’an emglevioù bro e Kerne : Startijenn ar vro Vigoudenn, Ti ar vro Kemper, Tud bro Konk, emglev bro Douarnenez. Emañ Radio Kerne o klask mont tostoc’h d’e selaouerien da vrudañ obererezhioù an emglevioù bro.
E-pad an hañv paseet e oa bet Radio Kerne ivez muioc’h war an dachenn e-pad ar festivalioù. «Aozet ‘vez abadennoù war-eeun gant studioioù bihan» eme Lou Millour. Kenbroduet e vez gant an holl radioioù er rouedad. Un dra all : ur journal keleier a vez skignet bemdez war ar radio. Anne Gouerou zo pennkazetennerez ar gevredigezh “Brudañ ha Skignañ” a fard ar c’heleier evit Radio Kerne met ivez evit radioioù all ar rouedd radioioù e brezhoneg : Arvorig FM evit hanternoz Penn-ar-Bed, Radio Kreiz-Breizh ha Radio Bro Gwened.
Ur c’hazetenner pe ur gazetennerez zo e pep radio o labourat evit “Brudañ ha Skignañ”, Solenn Georgeault e Radio Kerne. Ar wech kentañ eo en istor ar c’heleier e brezhoneg ma vez skignet keleier o tont eus pep korn ar vro ! Da 5.30 diouzh an abardaez e vezont skignet hag adalek miz Genver 2010 e vo diouzh ar mintin.
Petra nevez zo c’hoazh ? Roet e vez muioc’h a lusk d’an abadenn vintin “Tal ar c’hafe” etre 7.00 ha 9.30. Startijenn zo ! Eskemmoù a vez etre radioioù ar rouedad. A bep seurt brezhonegoù a vez klevet war Radio Kerne ! Tud a bep seurt oad ivez ! Klevet e vez nevezvrezhonegerien, re gozh ha re yaouank...
Abadennoù zo ivez evit ar vugale, bep merc’her da un eur goude merenn. Petra eo palioù 2010 evit ar radioioù e brezhoneg ? Skignet e vez dija Radio Kerne war internet. Eizh kant mil den a selaou Radio Kerne bep bloaz war internet. Abadennoù kozh a c’heller selaou ivez. Ur gwir radio e brezhoneg evit Breizh a-bezh a fell d’ar gevredigezh “Brudañ ha Skignañ” kaout.
Arc’hantet e vez Radio Kerne evit an hanter gant departamant Penn-ar-bed ha Rannvro Breizh. Daou-ugent dre gant a vez roet gant an FSER (Fonds de soutien à l’expression radiophonique) ha dek dre gant gant mesened ha tud a bep seurt a sikour ar radio ! «Kontant omp gwelet tud nevez o tont» eme Lou. Goulenn a ra da dud arbennik war un danvez bennak mont en darempred ganti e Radio Kerne evit kinnig traoù d’ar radio ! A-hend-all ez eus ur chanter bras all : a-benn daou pe dri bloaz e vo sistem nevez ar radioioù niverel ! Da c’hortoz : ur prof evit selaouerien Radio Kerne evit an Nedeleg ar bloaz-mañ : ur son kalz gwelloc’h c’hoazh evit cocktail muzik Radio Kerne, fardet gant Gael Helary, a vez selaouet gant kalz tud n’int ket brezhonegerien anezho !
Radio Kerne : 90.2, 92.0, 97.5 / www.radiokerne.com
.
