Vous êtes dans : Accueil > Brezhoneg > Toutes les actualités > Archives > Du breton pour les anciens
Du breton pour les anciens
L'opération BARG (Brezhoneg evit Ar Re Gozh - du breton pour les anciens), a été financée par les services sociaux du Conseil général dans le secteur de Lesneven.
Elle regroupe un nombre impressionnant d’intervenants, des infirmières aux maisons de retraite. Elle part du constat que les bretonnants de naissance réagissent de manière positive quand on leur parle dans leur langue, même seulement quelques mots. Désormais, les infirmières, employés de maisons de retraite, médecins et autres disposent d’un outil aisé pour tout bretonnant ou non. Un livre et deux CD de phrases simples et sketches écrits par Goulc’han Kervella, joués par la troupe Strollad ar Vro Bagan et des anciens du pays de Lesneven. Vous pouvez vous les procurer à Ti ar Vro Leon à Lesneven : 02 98 83 30 41.
Barg : Brezhoneg evit Ar Re Gozh !?
Ul levr gant 2 Cd d’e heul zo deut er-maez nevez ‘zo. Ennañ zo sketchoù, geriaouegoù, e degouezhioù pennañ ar vuhez da aesaat an darempredoù gant ar re gozh e brezhoneg. Diwanet ‘oa ar soñj-se e Bro Lesneven. Broudet e oa bet gant Kuzul an Departamant un obererezh sokial war an tem : « Ar brezhoneg, ul liamm sokial evit an dud en tu all da dri-ugent vloaz e Bro Lesneven ». Bodet ‘oa bet skoazellerien sokial, tud an ospitalioù, medisined, tier retretidi, servijoù sokial Kuzul an Departamant, tud eus Ti ar Vro ha kement ‘zo da gas da benn ar raktres-se. Merzhet ‘oa bet gant kalz tud penaos e rae mil-vat d’ar re gozh klevet yezh o bugaleaj. Ur c’heriaoueg ‘oa bet savet da gentañ penn. Met dav ‘oa mont pelloc’h ! Graet ‘oa bet tro an holl a zaremprede tud kozh e Bro Lesneven. « Ur frazenn pe ur ger brezhoneg a gustum aesaat an darempredoù » eme Reun Treger, rener Ti ar Vro Bro Leon e Lesneven zo e penn ar raktres. Selaouomp ivez testeni Béatrice Léon-Habasque, klañvdiourez evit ar re gozh en ospital Lesneven : «Dalc’het em eus soñj eus ur vaouez klañv gant Alzheimer ha ne gave ket hent he c’hambr en-dro, ne oa ket gouest da wiskañ he dilhad na d’en em walc’hiñ he-unan kennebeut. Met bewech ma veze komzet brezhoneg outi e responte d’an holl c’houlennnoù, c’hoarzhin a rae, rannañ a rae gant ar re gozh all neuze. Dre ar brezhoneg e oa deuet a-benn da vont en tu all d’ar c’hleñved ha dihunet e oa bet enni eñvorennoù an amzer dremenet a roe ur ster d’ar pezh a veve-hi ». Fromus eo seurt testenioù. Diwar ezhommoù neuze eo deut al levr hag an daou Cd, ezhommoù gwelet gant tud a vicher goude ur stummadur holl asambles. Renablet ‘oa bet neuze degouezhioù ar vuhez pemdeziek, ha lakaet e-barzh ar jeu tud all ouzhpenn, an ADMR, ur c’hine, klañvdiourien psi, tud an MSA ha « les visiteurs bénévoles ».
Petra zo war ar Cdoù neuze ? Sketchoù al levr ijinet gant Goulc’han Kervella, leurenner anavezet-kaer. C’hoariet eo ar sketchoù gant komedianed Strollad ar Vro Bagan ha gant re gozh ar vro ivez. Implijet, e c’hellint bevañ warlec’h gant
an dud a vicher evit lakaat ar re gozh da selaou evit boulc’hañ ar gaoz d’o zro. Tresadennoù zo ivez a-benn kompren aesoc’h. Ar skridoù savet gant Goulc’han a zo diwar mennozhioù tud a vicher. Bodet e oa bet ar re-mañ ha kluboù ar re gozh gant Maryvonne Berthou evit an enrollañ. Implijet e vo stank ar Cdoùse e Bro Lesneven da gentañ neuze. Met moarvat e vo stummadurioù e lec’h all ivez pelloc’h eget Lesneven. Danvez skolaerien Diwan e Kelenn a implijo an daou Cd-mañ ivez, da skouer. Traoù a vo moaien degas d’ar vugale ivez !
Kavet e vez da werzhañ al levr hag an daou Cd embannet e ti Ouestélio, e Ti ar Vro, 12 straed ar Marn, 29260 Lesneven, 02 98 83 30 41, tiarvroleon@wanadoo.fr , 10 € mui ar fredoù-kas.
